Tri Yann

Tri Yann - Bro goz ma zadou lyrics

rate me

<b>Bro goz ma zadou</b> by <i>Tri Yann</i><br />Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro

Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro

Dispont 'kreiz ar brezel hon tadou ken mat

A skuilhas eviti o gwad.

Diskan

O Breizh ma bro

Me 'gar ma bro!

Tra ma vor mor

'Vel mur 'n he zro

Ra vezo digabestr ma bro.

Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv

N'eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv

Gwerz trist, son dudius a ziwan eno

O pegen kaer ez out ma bro.

Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed

N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed

Pep menez, pep traonienn da'm c'halon zo kaer

Enno 'kousk meur a vreizhad taer.

Mard eo bet trec'het Breizh er brezeliou bras

He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh

He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz

Dihunet out breman, ma Breizh.

Kan broadel Breizh gant Taldir Jaffrennou.

Get this song at:  amazon.com  sheetmusicplus.com

Share your thoughts

0 Comments found