Denez Prigent - Gortoz A Ran (J'attends) (feat. Lisa Gerrard) lyrics
rate me<b>Gortoz A Ran (J'attends) (feat. Lisa Gerrard)</b> by <i>Denez Prigent</i><br />
Gortozet 'm eus, gortozet pell
E skeud teñval tourioù gell
E skeud teñval tourioù gell
E skeud teñval an tourioù glav
C'hwi am gwelo 'c'hortoz atav
C'hwi am gwelo 'c'hortoz atav
Un deiz a vo 'teuio en-dro
Dreist ar morioù, dreist ar maezioù
Dreist ar maezioù, dreist ar morioù
D'am laerezh war an treujoù
'Teuio en-dro karget a fru
E skeud teñval an tourioù du
'Teuio en-dro an avel c'hlas
Da analañ va c'halon c'hloaz't
Kaset e vin diouzh e anal
Pell gant ar red en ur vro all
Kaset e vin diouzh e alan
Pell gant ar red, hervez 'deus c'hoant
Hervez 'deus c'hoant pell eus ar bed
Etre ar mor hag ar stered