Alan Stivell

Alan Stivell - An Alarc'H lyrics

rate me

Eun alarc'h, eu alarc'h tramor, War lein tour moal kastell armor Refrain : Dinn, dinn, daoñ! d'an emgann ! O!dinn, dinn, daoñ!d'an emgann ez an ! Neventi vat d'ar vretoned ! Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued! Erru ul lestr e pleg ar mor, E oueliuù gwenn gantañ digor Digouet an aotrou Yann endro, Digouet eo da ziwall e vro D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued, A vac'hom war ar Vretoned. Ken e laosker ur youc'adenn, A ra d'an aod ur grenadenn; Ken e son ar menezioù Laz ; Ha froen, ha trid ar gazeg c'hlas ; Ken e kan laouen ar c'hleier, Kant lev tro-war-do, e pep kêr. Deut eo an heol, deut eo an hañv ; Deut eo en-dro an aotrou Yann! An aotrou yann a zo oaotr mat ; Ker prim e droad hag e lagad. Laezh ur Vreizhadez a sunos, Ul laezh ken yac'h evel gwin koez Luc'h a daol e c'hoaf p'hen horell, Ken e vrumenn an neb a sell. Pa c'hoari kreñv e tarc'h, Ken e taouhanter den ha marc'h. Darc'h atav, dalc'h mat, Aotrou Dug Dao warne! ai'ta!bug-o !bug ! Neb a droc'h 'vel e troc'htez-te, N'en deus aotrou nemet Doue ! Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mat ! Arsav na truez! gwad oc'h gwad ! Itron Varia Vreizh, skoaz da vro ! Fest 'erbedenner, fest a vo ! Darev ar foenn, piv a falc'ho ? Darev an ed, piv a vedo? Ar foenn, an ed, piv a fako ? Ar roue 'gav gantañ'raio. Dont a ray a-benn ur gaouad, Gant ur falc'h arc'hant da falc'hat Gant ur falc'h arc'hant 'n hor bro-ni, Ha gant ur falz aour da vediñ. Mar plijje gant ar C'hallaoued Daoust hag int mank ar Vretoned ? Mar plijje gant 'n aotroui roue, Daoust hag-eñ eo den pe Zoue ? Skignañ 'ra bleizi Breizh-Izel, O klevet embann ar brezel, O klevet ar youc'h, e yudont : Gant c'hwezh ar Challaoued e reont. En heñchoù, e-berr e welour O redek ar gwad evel dour. Ken 'yey ruz-glaou brusk an houidi, Hag ar gwasi gwenn o neuiñ. Muioc'h a dammoù goaf, e skent, Eget e karnelioù ar vro. Paotred Bro-C'hall 'lec'h ma kouezhint, Betek deiz ar varn e c'hourve'int; Betek deiz ar varn hag ar feustl, Gant an Trubard a ren ar reustl. An diveradur eus ar gwez 'Ray dour benniget war e vez !

Get this song at:  amazon.com  sheetmusicplus.com

Share your thoughts

0 Comments found